Priz Bras kirri Mec'hiko

Autódromo Hermanos Rodríguez e lec'h ma reder abaoe 2015

Priz Bras Mec'hiko (spagnoleg : Gran Premio de México) zo ur redadeg kirri a zo perzh eus kevezadeg bed ar Formulenn 1 abaoe 2015. Redet e voe e-maez ar gevezadeg evit ar wezh kentañ e 1962 a-raok bezañ redet e-barzh ar gevezadeg etre 1963 ha 1970 hag etre 1986 ha 1992. E 2022 e oa bet anvet Priz Bras Kêr Vec'hiko (spagnoleg : Gran Premio de la Ciudad de México) evit abegoù arc'hant.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy